| Brezhoneg Français English Castellano Català Melayu Gaeilge |
![]() |
![]() ![]() |
| Baraerezh - Pastezerezh Marraoig. E 1852 e voe kroget an obererezh kenwerzh-mañ gant Francesc Marroig Ferrer (Panxeta e lesanv). Gwechall edo ar stal kant metrad diouzh al lec'h a-vremañ e-kreiz-kêr, e-kichen unan eus ar pontou a stage an eil lodenn eus Soller ouzh eben, ar penn uhel hag ar penn izel. Setu perak e vez graet "Baraerezh ar pont" anezhañ e-lec'h-ma labouras Francesc Marroig Ferrer, e vab Antoni Marroig Alcover hag e vab bihan Francesc Marroig Oliver. Da e'houde e voe treuskaset ar stal da gorn Straed ar Mor. Chom a reas aze betek maont war e leve. D'ar mare-se e voe dilojet ar varaerezh a ti familh ar vamm gozh e Can Poma, Niverenn 3 Straed ar c'hure Pastor hag a veze brudet evel Straed ar Rozenn gwechall. Amañ e vez digoret ar stal e'hoazh, an ti-forn e traoñ dezhi e-lec'h ma vez aozet en un doare hengounel ar bara, ar pastezerezh hag ar gwestell. Evel just eo enskrivet hor baraerezh war marilh embregerezhioú artisanelezh Ker Sollier. Ouzhpenn-se eo deut da vezañ ezel Kuzul ar Merkou "Ensaimada de Mallorca". Skrid-testeni mestr artizan war varaerezh ha pastezerezh hag an anv "Producte Balear" (Produet e Balear) a zo bet kinniget deomp digant gouarnament an inizi Balear. |
![]() ![]() |
![]() Carrer Vicari Pastor, 3 (Carrer de la Rosa) 07100 Sóller Mallorca Tel: (+34) 971 631973 e-mail: pastisseria@marroig.com |
![]() |
![]() ![]() |